Petra eo ar SIAGM ?
E 1964 eo bet krouet ar SIAGM, da lavaret eo Sindikad Etrekumunel Aozadur ar Mor Bihan. Ur framm etrekumunel evit broudañ diorren ar vro eo. Peder c’humun ha tregont a zo ennañ. Strollañ a ra an dud a fell dezho gwareziñ an dachenn ha labourat a-stroll evit ma vefe aozet ha diorroet an tiriad-se en un doare padus. Abaoe ar bloavezh 2000, emañ ar SIAGM o labourat war raktres Park Natur Rannvroel ar Mor Bihan hag o sevel e garta.
Raktres Park Natur Rannvroel ar Mor Bihan
Diazezet eo ar raktres–se war an elfennoù da-heul:
- Dibabet eo bet un tiriad, poellek e vevennoù, a-benn kas war-raok ar preder war an holl sujedoù pouezus stag d’al lec’h.
- Aozet e vez ur strategiezh poellek evit diorren ar vro ha gellet tabutal diwar-benn ar palioù a vo klasket tizhout. Hentet e vez ar strategiezh-se gant ar c’hoant gwareziñ ha lakaat war-wel pinvidegezhioù ar vro : ar glad naturel, plant ha loened, ar savadurioù hag an dremmvroioù.
- Ne vo ket ar raktres park ur gwiskad preder ouzhpennet a-us d’ar re all ; kenurzhiet ha kenstaget e vez gantañ ar raktresoù lañset tro-war-dro ar pleg-mor..
- Ur garta a vez savet evit ar park da zont; un diell da skrivañ sklaer ha plaen c’hoantoù an holl dud hag an holl aozadurioù a genlabour war ar raktres. Klokaet e vo ingal.
- Ur framm etrekumunel, gant barregezhioù anavezet, a zo e penn ar raktres. Ur c’henlabourer gwirion eo war an dachenn-se.
Perak eo divoutin an hentenn dibabet gant ar Parkoù Natur Rannvroel ?
- Roet e vez talvoudegezh d’an tachadoù naturel hep sevel a-enep d’an obererezhioù a zo war al lec’h. Kavout ur c’hempouez etre an ekonomiezh, an elfennoù sokial, an endro hag ar c’hêrioù eo ar pal pennañ. Hiziv e vez eztaolet kement-mañ gant an diorren padus, hag elfenn greiz strategiezh diorren ar parkoù natur rannvroel eo.
- Savet e vez kartennoù da eztaoliñ ar soñjoù hag an hentoù preder.
Ma c’hoarvez tra-pe-dra war an douaroù nebell d’ar Mor Bihan, e vo efedoù da-heul er pleg-mor. Krouet eo ar raktres park-se a-benn lakaat an dud da genvevañ seder gant glad an arvor. Gwareziñ ha lakaat war-wel pinvidigezhioù ar vro eo e balioù pennañ.
(haut de page)